Laouig Nihouarn : labourer-douar
Channig : an ostizez
Jerom Morvankelenner e Pariz, e vakañsou
An aotrou Penanstêr : pisikulter, saver dluzed
Tinig Strullu : ur krennard
Laouig
Diskenn deomp ur mell banne bier all c'hoaz, Channig.
Ken tomm eo, ha ken kras an traou ma chom stag va zeod ouzh va staon,
e-giz p'am-ije lonket un hanter-lur boultrenn...
Jerom Morvan, te hag e-teus deskadurez, peogwir out kelenner e Pariz,
hag amzer a-walc'h ganit da lenn "Le Monde" bemdez penn-da-benn,
lavar deomp 'ta ha padout a raio pell c'hoaz ar sec'hor spontus-mañ ?
Sers nous encore une autre pinte de bière, Channig.
Jerom
Cheñchamant ebet, siwazh, Laouig, da c'hortoz evit an deveziou da zont.
An añtisiklon gwintet eeun a-us d'hor pennù a gas kuit ar c'houmoul
hag an arne war-zu ar periferi, etrezek ar Rusi. Hag ar satellit e-unan...
Aucun changement hélas à atttendre pour les jours qui viennent.
Laouig
A! Añtisiklonoù brein! Setu ase anoioù bras ha n'int mat nemet da dromplañ an dud paour.
Me 'oar deus an amzer e-giz-ma ouie va zad ha va zadoù-koz araozon,
gant ar voualc'h o houlenn glao wae beg ar brank, ar gwennili o nijal, an touseg okanañ...
"Kanevedenn deus an noz, Glao pe a'el hantronoz"....
Setu ase merkoù sklêr, hep mont da glask añtisiklonoù, satellitoù na bitrakoù evel-se.
Ah ! anticyclones pourris ! voilà des grands noms qui ne sont rien qu'à tromper les pauvres gens.
Channig
Me 'm'eus klevet ar mintin-mañ er post Albert Simon o laret e vije marteze
barradoù glao ma yafe an avel diwar "Grande Sole" war-zu "Nord-Irland" ha "Sud-Gaskogn"...
J'ai entendu ce matin à la radio Albert Simon dire qu'il y aurait peut-être
Laouig
Albert Simon! An istrogell-se ! Hervez a pezh a gonter, hennezh a zivin an amzer a raio gant sikour
ur glesker, ur rannig war ur skeul vihan e-barzh ur voutailh. (c'hoarziñ a reont)
Channig
Marteze goude ar pedennoù-goulenn-glao laret gant ar person, ar brosesion
hag ar venediksion, e yelo gwelloc'hig an traoù
Laouig
Allazh! Paouer-kaez Channig! N'anavezan sant mat ebet tro-war-dro amañ gouest da zigas glao.
Sent n'eus diouto nemet evit an amzer gaer. Ar galloudusa anezo, gouzout a rit,
eo ar Zantig-Du e-barzh Iliz-Veur Gemper, a ra burzudou evit Gouelioù Kerne.
N'eo ket gwir Jerom ?
Jerom
O farsal emaout, Laouig! Pedennoù d'ar Zent, prosesionoù evit klask plega Lezennoù an Natur !
Gwasoc'h eget ar sorserien gant o ardoù gwechall!! Ma n'eo ket un druez!
Mezh, ya, mezh am-eus a-wechoù o tont endro e-pad ar vakañsoù gant va c'haravan
d'am bro c'hinidig, pa welan va c'henvroiz chomet kement diwar-lerc'h,
ken "sous-développés"... Kredi koñchennoù gwrac'h koz e kantvet an atom,
pa zouarer war Loar, p'emañ Viking II o fotografiañ ar blanedenn Meurzh!
...Ha prosesionoù-kaout-glao goude Vatkañ II !
Channig
O!O! Jerom Morvan! Ar Sent, ma ne reent ket a vat d'an amzer, ne reent ket a zrouk da vihannañ.
E-lec'h bremañ eo direnket kement tra en aer gant ar bombezenn o tarzañ ha bep seurt ardivinkoù
sofistiket o treiñ endro da voulienn an tamm-douar-mañ.
Les Saints, s'ils ne faisaient pas de bien au temps, ne faisaient pas de mal au moins.
Alors que maintenant, tout est dérangé dans l'air par les bombes qui explosent
et toutes sortes d'engins qui tournent autout de ce morceau de terre du globe.
Jerom
Nann, Channig... Brizkredennoù tud dizesk a zo ganoc'h adarre. Me a c'hell larret deoc'h ez eo dre faot ar Gouarnanmant
ma'z eus diouer a zour. Kentoc'h eget fabrikañ armoù evit o gwerzañ d'an estrañjourien
d'en em lazañ etrezo, e vije bet kalz furroc'h sevel chaoserioù, stankelloù a-dreuz ar stêrioù
toullañ puñsoù don, dizallañ an dour-mor, erfin emellout un tammig deus ar bollusion
hag an añvironamañ, ha kas war-raok ur politik "de l'eau".
Non, Channig... Vous êtes encore avec les superstitions des gens ignorants. Je peux vous dire que c'est par la faute du gouvernement.
Laouig
Politik "de l'eau" ! Dont a ra ganit 'va, Jerom ! Pennoù braz Pariz a zo troet dreist-holl d'ober ar politik "du vin"...
ar pinar, te oar, evit paotred ar C'hreisteiz. Evit ar "Bretagne", netra !
Channig
Forz penaoz, ma kendalc'h ar sec'hor-mañ, e ranko kalz ac'hanon hep dale en em walc'hi gant dour mineral.
De toute façon, si cette sécheresse continue, beaucoup d'entre nous devront sans tarder se laver avec de l'eau minérale.
Jerom
A! Ar varhadourien dour-boutailh a raio ofortun ar bloaz-mañ...
Ha c'hwi, Channig, c'hwi hag an ostizien all, n'ho-peus ket da glemm kennebeut.
An amzer domm a boulz war-zu hoc'h ostaleri bandennadoù klianted sec'hedig, an tan eo o gourlañchenn
hag e wherzit dezho, me zo sur, barrikennadoù bier, dour-frouez, limonad,
hep kontañ al lorgnez chimik a lonker bremañ..
Channig
Ma doue! An eil da gas egile, ur bloavezh mat goude unan fall ! An ostizien a rank gounez o boued e-giz ar re all..
Mon Dieu ! Une année chasse l'autre ! ur bonne après une mauvaise ! Les cafetiers doivent gagner leur pitance comme tout le monde.
Laouig
Hag an douristed, Jerom, paotred-o-vakañsoù-hir, n'emaoc'h ket lakaeet maleürus, c'whi, kennebeut...
E-pad m'emaomp-ni, ar beizanted, o teuler hor c'hwezenn er parkeier dindan an heol bero,
c'hwi n'ho-peus nemet kousket d'ober, ae hir goude merenn, pourmen war gorv ho roched, pe dirochet, rouzañ
ho kroc'henn war an trêz..."La belle vie, quoi !"
Jerom
A-dra sur eo yahusoc'h bezañ amañ eget 'barzh ruoiù Pariz...
Laouig
Ha me 'gav din e ya re a zour ganeoc'h, gant ar merc'hed dreist-holl,
a zo dalc'hmat war-dro an duellenn o walc'hiñ an eil penn pe egile diouto.
Ne reont ket foultre kaer ganeomp-ni al labourerien-douar, ho eus loened, saout, moc'h, legumaj da zourañ bemdez...
Ha diwar goll eo emaomp o tortañ...
Jerom
Ba! C'hwi 'vo sikouret ur wech muioc'h diwar goust kargoù tud ar c'hêrioù.
Laouig
Me 'gredo pa welin ar gwenneien ase dirazon. sur a-walc'h ne vo nemet un aluzenn adarre.
Jerom
Te, Laouig Nihouarn, n'e-teus ket abeg d'en em glemm kement-se. Ur stêr, ar stêr Lapig a dremen dre da zouaroù,
ha lod a lavar e tennez dour founnuz diouti, kalz dour zoken, gant da bomp elektrik o treiñ noz-deiz, hervez ar vrud...
Laouig
Penaoz! Ret a-walc'h eo din kemer an dour el lec'h m'emañ, er stêr Lapig, peogwir eo eet pell 'zo va fuñs d'an hesk.
Channig
Unan hag a zo paket vil eo an aotrou Penanster, ar pisikulter, ar saver diluzet,
emañ gantañ e boulloù hag e lennoù izelloc'h er stankenn eget da zouaroù, Laouig. M'ho-pije gwelet e benn teñval
disul diwezhañ en overn-bred ! Ranket e-neus teuler d'en teil ur bern eus e besked.,
Laouig
O! Hennezh, ar Penanster-se a zo pinvidig a-walc'h, ha goude tout, me ne gavan ket mat ar pesked dour dous...