Wangari Maathai

Wangari Maathai… anv ur vaouez

hag a gomz peder yezh an hini eo :

Kikouyou, swahili, saozneg hag alamaneg,

ken flour1 an eil re hag ar re all.

 

Ha hi, kelennerez war ar skiantoù, doujet2 gant an holl

Hag arbennikaet3 war vuhez al loened,

Da foetañ bro4 dre ar bed-holl

Davet tud veur a bep seurt, presidanted en o zouez.

Kement ha kement a draoù he deus

Da gontañ ha da reiñ da c’houzout.

 

Wangari Maathai… anv ur vaouez,

Douar dindan hec’h ivinoù :

Unan hag a oar c’hoari

Gant ar bigell,

O c’hweziñ gant toufor Afrika,

Kailharet-tout5 he dilhad.

 

Asembles gant maouezed Bro-Genya,

He bro-hi, e kustum freuziñ

An douar ruz da blantañ ennañ

Spi ar rummadoù a-vremañ :

Ar goadeg da zont.

 

Ar memes maouez an hini eo :

Ar gelennerez Wangari Maathai,

An hini a blant gwez

Hag a vez selaouet

Gant presidanted ar bed-holl.

 

Tro-dro dezhi, er goadeg divent,

E veve bongoed, marmouzed

Ha balafenned boemus.

Eno ivez e oa louparded o vevañ,

An ngari anezhe, e yezh ar Gikouyoued.

Dre ma talv wa-ngari «a zo d’al loupard »

E kave da Wangari Maathai,

Moarvat, ha hi bihanik c’hoazh,

E oa-hi d’ar goadeg

En he fezh.

 

Pa vez o plantañ gwez-ebe ledan o delioù,

Pe gwez-tulipez Afrika,

E kustum Wangari soñjat en he gwrizioù-hi,

E Ihithe, ar gêriadenn vihan

Ma oa-hi bet ganet e 1940,

E gwasked Menez Kenya, ar menez-tan meur

A zo d’he fobl koulz hag un doue.

 

Ha hi yaouankik c’hoazh

E oa bet fiziet un tamm liorzh enni

Gant he mamm. Eno he doa desket Wangari

Freuziñ douar ha plantañ c’hoazh hag adarre.

He mamm he doa desket dezhi,

E gwasked ar figezenn vras,

« e talv ur wezenn muioc’h evit he frenn ».

Da viken eo chomet ar poz-mañ sanket don

En he spered.

 

Bemdez-Doue

E ranke Wangari mont da gerc’hat dour

Evit he femp breur ha c’hoar,

Dindan ar vugumo vras,

Ar wezenn-figez vadelezhus.

Eil patronez an ti eo ar verc’h henañ en Afrika.

Dezhi eta da sikour he mamm

E kement tra zo d’ober : keuneuta,

Fardañ boued, diwall ar re vihan…

Ha labourat er parkeier.

 

Bremañ, pa vez Wangari o plantañ gwez a-gantadoù,

E plas ar c’hoadegi bet diskaret gant tud all,

E teu da soñj dezhi, c’hoazh hag adarre,

Eus ar gwez kentañ bet gwelet ganti o kouezhañ diwar o sav.

 

D’ar c’houlz-se e veze he zad o labourat

Evit Sir Neylan, unan eus an drevidi saoz

A oa arru mistri war ar vro.

Neuze e kave dezhi e oa pep tra en e reizh !

Ugent sae d’an nebeutañ he doa merc’h Neylan

Hag a rae fae warni : reizh.

Laeret an douaroù gwellañ gant ar Saozon : reizh.

Bet staget gante an anv-bihan Myriam

[Katolikoc’h sañset ] ouzh he hini : reizh adarre,

Hag ar re-se pinvidikoc’h-pinvidik

O tiskar muioc’h-mui a wez evit plantañ te

En o flas : reizh adarre.