Er preti o deus komzet Anna ha Deni diwar-benn ar veaj ha divizet o deus kalz traoù. Sellomp ouzh o raktresoù, ouzh ar pezh* o deus divizet. Gant an tren e veajint betek Menez Mikael-ar-Mor. Eno e chomint daou zevezh hag e weladennint an abati hag ar vourc’h war ar menez. E ti ur mignon e kouskint un nozvezh. War varc’h-houarn e troadikellint betek Sant-Maloù. Eno e chomint daou pe dri devezh. E Sant-Maloù e feurm tud mignonez Marzhin un ti-hañv bep bloaz. E liorzh an ti e savint teltennoù hag e kouskint enni. E kêr e c’hallint mont da welet Gouel folklorel pobloù ar bed. Hervez ar program e kemerint perzh en abadennoù kinniget. Gant he zud e chomo mignonez Marzhin, ne gendalc’ho ket an dro ganto. Hepti e kendalc’hint da droadikellat betek Dinarzh. En un dachenn-gampiñ e chomint da ziskuizhañ. Un nebeud devezhioù e chomint eno. War an aod en em astennint da rouzañ ha da lenn. Er mor e raint sport, kaiak pe kanoe. Goude un nebeud devezhioù e tiskennint betek Dinan war bord ar stêr Renk. Eno e weladennint kreiz-kêr Dinan. Tro dro da Zinan e klaskint lec’hioù kuzh gant an arload « Geocaching », « douarguzhat » e brezhoneg hag int ivez a guzho traoù bihañ d’o zro. Tomm ha sec’h e chomo* an amzer e-pad an dibenn-sizhun hag e penn-kentañ ar sizhun a zeu. Digoumoul e vo, neuze e vo fresk an nozvezhioù, digreskiñ a ray* ar gwrezverk betek 12 derez e-pad an noz. Avelek e vo en norzh hag er c’hornôg, gant se e vo freskoc’h c’hoazh ar santadur. Er su hag er reter ne vo ket avel, seder e vo an noz hag ar mintin ivez. Digoumoul e vo, hag evel-se e chomo* an traoù betek dimerc’her. E Naoned e savo* betek 30 derez, e Gwened betek 29 derez. Er reter, tro-dro da Roazhon e vo un tammig tommoc’h c’hoazh. Sevel a ray* ar gwrezverk betek 32 zerez. Plijus e vo en norzh, war aod Mor Breizh gant gwrezverkoù dereatoc’h*. Ne vo nemet 26 eno. Diwallit*, diouzh ar mintin e vo brumennek el lec’hioù tostañ d'ar mor. Brumenn a vo tro-dro da* Sant-Maloù, Erge-ar-Mor, Sant-Brieg, Pempoull hag e Treger. War-zu* ar c’hornôg, tro-dro da Vontroulez, Rosko ha Brest ne vo ket tommoc’h eget 24 derez. Diwallit rak an heol, kreñv e vo ar skinadur uslimestra er vro a-bezh. Dilun ha dimeurzh e vo tomm adarre, un nebeud derezioù tommoc’h c’hoazh eget disul. Kit da vakañsiñ, kit d’an aod da gouronkañ, profitit mat eus an amzer vrav. Ne chomo* evel-se nemet betek dimerc’her. Adalek dimerc’her e vo glav adarre hag ar wrez* a zistano* en-dro. Ha bremañ, kendalc’homp gant sonerezh. Aes-tre eo heuliañ lodenn Breizh. Betek Belgia e chomer a-hed aod Mor Breizh ken eeun ha tra*. War an hent e weler lec’hioù brav ha brudet-kenañ. Evit tostaat ouzh ar mor e ranker dilezel an hent-belo a-wechoù. Ar mor a weler mat e Frañs hag e Belgia. En Izelvroioù e c’haller diskuizhañ un tamm war an hentoù a chom plaen peurliesañ. Krapadennoù brav a gaver en Alamagn ha diskennoù evel-just ivez evit bezañ frealzet. Ur wech en em gavet e Tchekia ho peus sec’hed sur ha n’eo ket marteze. Gwir eo, e Tchekia e c’haller evañ ur banne bier ! Lod a ev meur a hini zoken ; marc’hadmatoc’h eo ar bier eno eget amañ. E Polonia e ranker echuiñ an dro 'm eus aon, ne gaver hentoù panellet nemet betek Tarnow. Gallout a reer loc’hañ e Rosko ha heuliañ an aod betek Menez-Mikael-ar-Mor pe en tu kontrol. Pemp kant kilometr a reer e Breizh hag un tammig muioc’h eget mil pemp kant kilometr e Frañs. War an hent e weler lec’hioù brudet ha plijus-tre. Evit tostaat d’ar mor e ranker dilezel ar belohent a-wechoù. A-wechoù e ranker dilezel ar belohent evit tostaat d'ar mor. A-wechoù e ranker kemer hentoù bihan pe an hent glas. Betek Belgia e chomer a-hed aod Mor Breizh ken eeun ha tra. En Izelvroioù e c’haller diskuizhañ un tamm war an hentoù a chom plaen peurliesañ. Krapadennoù brav a gaver en Alamagn ha diskennoù evel-just ivez evit bezañ frealzet. Krapadennoù brav a gaver en Alamagn ha diskennoù evit bezañ frealzet evel-just ivez Ur wech en em gavet e Tchekia e c’haller evañ ur banne bier pe zaou Eus Rosko e c'haller loc'hañ Ar Meuse zo ur stêr e reter Bro-C’hall hag a red dre Velgia hag an Izelvroioù betek Mor an Hanternoz. War-dro 925km hir eo. Ar Ron zo unan eus stêrioù brasañ Europa. En Alpoù suis emañ e vammenn hag en em deurel a ra er Mor Kreizdouar. Redek a ra a-hed 812 kilometr en holl. An Danav eo stêr hirañ Unaniezh Europa. Emañ e andon er C’hoad Du en Alamagn ha diskenn a ra a-hed 2845 km betek ar Mor Du. Delta an Danav eo an hini brasañ en Europa. Trede stêr vrasañ Europa eo ar stêr Roen, goude ar Volga hag an Danav. Mil daou c’hant daou gilometr ha tregont (1232 km) hir eo. E Suis emañ hec’h andon ha redek a ra betek Mor an Hanternoz. Ar raktres zo bet lañset e 1990. 17 belohent-hir zo bet raktreset betek-henn. Niverennet int eus unan da naontek. Liammañ a ra broioù Europa. Posupl eo dizoleiñ Europa a-bezh war div rod. Mont war velo zo mat evit an natur, an hin hag ar yec'hed. Ne chom nemet sevel war ho pelo ha treuziñ Europa penn-da-benn. Eurovelo zo ur raktres hentoù-belo europat nevez a-walc’h bet lañset e 1990.(mil nav c'hant dek ha pevar ugent) Betek-henn ez eus raktresoù evit sevel 17 belohent-hir. Niverennet int eus 1 da 19. Meur a bal zo dezho : liammañ broioù Europa, dizoleiñ Europa a-bezh war div rod hag ober bruderezh evit ar “marc’h-houarn” evel sport. Doujañ a ra an natur hag an hin ha mat eo evit ar yec’hed. Savit neuze war ho pelo ha treuzit Europa penn-da-benn ! Arabat disoñjal ar pal touristel ivez : desachañ tud da weladenniñ war velo lec’hioù plijus en Europa a-bezh. Dedennus eo an EV 2, “Hent ar c’hêrioù-penn” evit an dud dedennet gant gweladenniñ kêrioù. Gallout a reer treuziñ 7 bro evel-se hag o c’hêrioù-penn evel-just, Dulenn, Londrez, Berlin, Varsovia hag ar re all. An dud dedennet gant an istor a c’hall dibab an EV 13 ivez. An hent-se a gas ac’hanomp a-dreuz takad ar Rideoz houarn kozh. Treuziñ a ray 20 bro pa vo echu ar raktres. Hentoù berroc’h a gaver ivez, evit familhoù pe marc’hhouarnerien amatour. Peadra zo evit ar re desachet gant an natur ivez. Den ne vo dipitet. raktresañ (projeter) – raktreset lañsañ (lancer) – lañset niverenniñ (numéroter) – niverennet dibab (choisir) – dibabet dedennañ (intéresser) – dedennet plijout (plaire) – plijet desachañ (attirer) – desachet dipitañ (décevoir) – dipitet heñchañ (guider) – heñchet heuliañ (suivre) – heuliet treuziñ (traverser) – treuzet disoñjal (oublier) – disoñjet Ar sadorn 11 a-viz Ebrel 2026 Salud deoc’h, digarezit ac’hanon. Klask a ran displegañ deoc’h perak n’on ket bet ganeoc’h en davarn fenoz. Un dra spontus zo c’hoarvezet din. Torr-penn, digredus ! A-raok mont kuit em eus kaset ar pod-lastez hag ur sac’had melen er-maez. Lezet em eus digor dor ar ranndi, diskennet on gant an diri, aet on er-maez betek an endalc’her* e-kichen an ti, distroet on goustadik, pignet on gant an diri, met pa’z on en em gavet e oa prenn dor ma ranndi. Gant ar red-avel, da’m soñj. Spontus ! Ne oa ket an alc’hwez ganin, evel-just. Chomet e oa ma fellgomzer war taol ar gegin, ne oa ket e-barzh ma chakot, siwazh. Goulennet em eus sikour digant ma amezeien met ne oa tost den ebet er gêr. Kollet em eus un hantereur da nebeutañ. Ur paotr kozh eus ur ranndi all e rez-an-douar* en deus sikouret ac’hanon, a-benn ar fin. Jentil e oa ar paotr, ostilhoù a oa gantañ, met ne oa ket barrek-tre, paour-kaezh paotr. Kozh e oa met kontant e oa da sikour. Goude un tri c’hardeur bennak eo deuet a-benn da zibrennañ an nor. Laouen e oan, kement hag eñ ! Kant seizh gwech warn ugent em eus trugarekaet anezhañ, pedet em eus anezhañ da evañ ur banne kafe warc’hoazh goude merenn. Laouen e oa pa’m eus pedet anezhañ. Goude em eus merzhet e oa goullo-mik ma fellgomzer, ret e oa din klask ar fun ha kargañ anezhañ. Setu ma istor berr-ha-berr. Setu perak ne’m eus ket respontet d’ar galvoù. Strafuilhet e oan hag ez on c’hoazh. Klasket em eus pellgomz da Varzhin diouzhtu met n’en deus ket respontet din. Soñjet em eus e oa displijet ganin met marteze e oa gant an hent dija. Digarezit ac’hanon c’hoazh hag adarre, ne’m eus ket graet a-ratozh. Mall zo warnon gwelet ac’hanoc’h hag ober anaoudegezh gant Deni. Al lun 13 a-viz Ebrel 2026 Salud d’an holl ha salud dit Morwenna. Mont a ra gwelloc’h ganit ? Na rez ket bil, n’omp na fuloret na dipitet ganit. Kontañ a raimp dit diwezhatoc’h diwar-benn petra hon eus komzet, peseurt divizoù hon eus kemeret. Mat eo ? Un nebeud goulennoù am eus d’ober ouzhoc’h a-raok mont da gousket. N’hon eus ket komzet diwar-benn al lojeiz. N’ouzon ket hag-eñ e viromp plasoù en tachennoù-kampiñ en a-raok, pe get ? Mat e vefe gouzout hag-eñ e kasomp un deltenn ganeomp, pe e feurmomp unan kentoc’h ? Marteze ne dalvez ket ar boan kas un deltenn ganeomp ma kouskomp alies e ti hor mignoned. Pounner a-walc’h e vefe. Un dra all. Daoust hag-eñ e prenomp ar bilhedoù tren eus Roazhon betek Menez-Mikael-ar-Mor asambles ? Aesoc’h e vefe. Lavarit din penaos e kavit gwelloc’h. Gallout a ran prenañ anezho dre internet evit an holl. Evel-se eo sur e vimp azezet asambles. Un dra all c’hoazh buan-ha-buan. Deni, n’ouzon ket hag-eñ ez po amzer da vont da Gemper d’al levraoueg er sizhun a zeu. Raktreset ez peus mont, neketa ? Daoust hag-eñ e c’hallez amprestiñ levrioù beajiñ diwar-benn Norzh Breizh. Meur a levrig zo bet embannet gant Ouest-France diwar-benn troiadoù war velo e Breizh. N’ouzon ket hag-eñ e kavi anezho el levraoueg pe get, mat e vefe. Mod all e prenin anezho tu bennak er sizhun a zeu. Setu-tout evit hiriv berr-ha-berr. Mont a ran da gousket, diwezhat eo, tost hanternoz. Noz vat tudoù ! Kouskit mat! Deni Kalz a draoù. Kalz traoù zo cheñchet. Barrek e oan war ar sportoù, war an tennis, lakaomp. C’hoariet em eus tennis e-pad bloavezhioù. Hiziv/ Hiriv ne c’hoarian ket tennis ken, poan daoulin am eus. Redet em eus maratonioù ivez met ne ran ket ken. Ne redan ket troioù hir ken, ober a ran 10 kilometr d’ar muiañ. Deskiñ a raen rusianeg met paouezet em eus goude al lise ha bremañ ne gomzan ket rusianeg ken. Lenn a raen romantoù-polis gant plijadur pa oan ur c’hrennard. Ne lennan ket levrioù a seurt-se ken. Gwelloc’h eo din al levrioù istor pe skiant-faltazi. Pa oan bihan e oan sot gant ar bara gwenn. Bara gwenn gant chokolad evit merenn-vihan ! Menam, menam. Hiziv (hiriv), ne zebran ket bara gwenn ken. Kavout a ran gwelloc’h ar bara du pe ar bara segal, fardet gant bleud brazed. Evañ a raen ur banne chokolad tomm bep mintin gwechall. Ne oa ket posupl din mont d’ar skol hep kaout ma banne chokolad. Hiziv (hiriv), ne evan ket chokolad tomm diouzh ar beure ken, ne gavan ket mat ken. Evañ a ran ur banne kafe dre laezh kentoc’h. El lise e oan sot gant al liv du. Gwiskañ a raen dilhad du atav. Ober a raen evel ar re all. Hiziv (hiriv) n’en em wiskan ket e du a-ratozh ken. Gwiskañ a ran dilhad liesliv met n’eo ket ken pouezus al livioù din ken. Kalz pouezusoc’h e kavan bezañ gwisket em aez. Anna Re wir eo. Hag ar sonerezh ? Cheñchet eo da sti ? Deni Selaou a raen hard rock gwechall, pa oan yaouankoc’h, ha ne ran ket ken. Selaou a ran kentoc’h sonerezh house er mare-mañ. Ha te ? Paouezet ez peus d’ober traoù zo ? Anna Ya, kalz a draoù zo ne ran ket ken. Ne zañsan ket barrezh ken. Desket em eus, met ne sonan ket violoñs ken. Ne lakaan ket sukr e-barzh ma banne kafe ken. Ne zebran ket madigoù CARAMBAR ken. Ne livan ket ma blev e gwer ken, spontet e oa ma zud ganin, paourkeizh.