1. Petra eo livioù baniel Iwerzhon ?
Gwer Gwenn Oranjez (1922)
2. Peseurt loen zo skeudennet war banniel Breizh ?
Erminigoù
3. En ur c’hoari kartennoù, peseurt kartenn zo etre an dek hag an itron ?
Ar mevel
4. Penaos e vez graet anv eus ar Vretoned divroet dre ar bed ?
An diaspora (ouzhpenn tri milion a Vretoned diskennidi zo er bed)
1. Pet milimetroù zo dindan pemp kantimetr ?
Hanter-kant
2. Pegement a zevezhioù zo tri-ugent ha daouzek eurvezh ?
Tri devezh
3. Peseurt medisin eus Kemper en deus ijinet ar stetoskop ?
René Laennec (1781-1826)
4. Piv en deus ijinet rouedad ar metro e Pariz ?
Fulgence Bienvenüe zo ganet e Uzel e 1828
1. Penaos e vez graet frouezh an derv ?
Ar mezenn (mez)
2. Peseurt blantenn he deus graet brud Rosko ?
An ognon roz, gwerzhet gant Ar Johnys e Bro Saozon.
3. Petra a vez graet eus fri ar moc'h ?
Ar moj
4. Petra eo ar vuoc’h brudetañ e Breizh ?
Ar vuoc'h pig-du
1. Gant peseurt term e vez anvet ar gerioù-se ? "Met, Pelec'h, Ha, Enta, Hogen, Na, Rak"
Stagell genurzhiañ
2. Petra eo ur blijadur gwir, hervez Mark Kerrain ?
Ar c'hemmadurioù (he levr: Kemmadur ha plijadur)
3. Penaos e vez anvet al lizherennoù A pe E dirak ur verb ?
Ur rannig
4. Peseurt kensonnenoù n'eus ket e brezhoneg ?
C ,Q ha X
1. Er film 'Ar seizhvet kompagnunezh e sklaer al loar'. Pelec'h eo bet filmet un arvest o c'hoari en ur porzh ?
E porzh Dahouet (gwengolo 1977)
2. E Breizh, Pelec'h eo bet savet ar film "Ar Vikinged" ?
Fort LaLatte gant Kirk Douglas e 1957
3. Piv en deus savet ar film « Marc'h al Lorc'h » e 1980, diwar romant PJE ?
Claude Chabrol
4. Peseurt aktourez ganet e Montroulez e 1944 he deus troet er rouzoù ?
Dominique Lavanant
1. Petra eo anv-bihan ar soner "Ar Braz" ?
Dan
2. E peseurt kanaouenn e klever an avel o vlejal warlein an ti ?
E kreiz an noz (Youenn Gwernig)
3. Petra eo anvioù-bihan ar vreudeur Morvan ?
François, Henri hag Yvon met ivez Yves anavezet nebeutoc'h
4. Petra e oa anv ar strollad tro-dro da Dan ar Braz ?
Hêrezh ar Gelted «L'héritages des Celtes»
1. Piv e oa kentañ roue ofisiel Breizh ?
Nominoe pe Nevenoe mab Morvan Lez-Breizh
2. Peseurt savadur-koun a c'haller gwelet e beg Pen-Hir ?
Kroas Pen-Hir (en eñvor eus rezistanted Breizh aet kuit gant ar Jeneral De Gaulle)
3. Ganet e Brooned a noblañs vreizhat, e stourmas evit roue Bro-C'hall Charlez V alies a-enep Breizh ?
Du Guesclin Bertrand (an treitour)
4. Ur stourmer oberiant e oa bet ar yezhoniour Martial Menard. Eus peseurt luskad politikel ?
FLB e bloavezhioù 70
1. E peseurt sport eo anavezet Bernard Hinault ?
Ar marc'h-houarnerezh war hent
2. War e vourzh e oa Colas, Ar C'hamm, Kersaozon, Pajot ha kalz a dud all o teskiñ ar vicher. Piv eo ?
Eric Tabarly gant Pen-Duig
3. Petra eo anv ar sport stourm hengounel e Breizh ?
Ar Gouren
4. Pet marc'h-houarnour breizhat o deus gounezet Tro Frañs ?
Pevar (Petit-Breton, Robic, Bobet, Hinault)
1. Penaos e vez graet eus ar benveg a zistroer ar c'hrampouezh ganti ?
Ar rozell
2. Penaos e vez graet eus ar benveg a troer ar c'hrampouezh gantañ ?
Ar rastell pe rozell
3. Peseurt gwastell anavezet er bed a-bezh a orin eus Douarnenez ?
Ar c'houign amann
4. Peseurt dibarder e Sant-Maloù a vez skaotaet ha poazhet er forn goude-se ?
Le craquelin
1. E peseurt departamant emañ kêr Pornizh ?
Liger-atlant e Breizh evel-just.
2. 302 metr uhelder. Ur chapel en he beg. E kumun Louergad. Piv eo ?
Ar menez-bre.
3. Ar stêr-se en he follentez, lakaet he deus ar menez e Normandy. Piv eo ?
Ar Gouesnon.
4. Petra eo enezenn vrasañ Breizh ?
Ar Gerveur (war vor).